Passer au contenu
Publicité

E brezhoneg - Eienn, une nouvelle méthode pour apprendre le breton en ligne et en trois mois

Par

En s'inspirant de méthodes d'apprentissage du gallois et de la méthode Assimil, Alan Kersaudy a lancé un site Internet pour apprendre le breton, en trois mois, grâce à des enregistrements compilés en ligne. Un outil qui se veut complémentaire d'autres cours et formations existants.

Un den laouen dirak e urzhiataer (skeudennadur) Un den laouen dirak e urzhiataer (skeudennadur)
Un den laouen dirak e urzhiataer (skeudennadur) © Maxppp - Dinoco Greco

Deskiñ brezhoneg e-korf tri miz, hag en linenn : setu pezh a ginnig Alan Kersaudy. Gant ar studier Master 1 war ar brezhoneg eo bet savet ar lec'hienn hag an hentenn Eienn. E pep kentel, un enroladenn dek munutenn bennak lec'h ma tesker ur ger pe zaou, ha da c'houde frazennoù hiroc'h. "Tamm ha tamm e tesk an dud ar gerioù, ar sonioù, en ur selaou hag en ur gomz", eme Alan Kersaudy. "En un doare naturel e ta war wel ar c'hemmadurioù, ar yezhadur..." Distaget int get pouezh-mouezh Kerne-Izel, ha get ur pouezh-mouezh neutreloc'h. Rann-yezhoù arall a vo tu deskiñ en dazont. 

Publicité

Deskiñ ar yezh d'h.e lusk

E-pad ar prañtad kougnadur kentañ eo deuet ar soñj da Alan sevel Eienn, da abuziñ e amzer, ha "d'ober un dra bennak evit ar brezhoneg". D'ar mare-se emañ e skol-veur Aberystwyth, e Bro-Gembre. Da grouiñ ar c'hentelioù emañ bet e darempred get skrivagnour an hentenn kembraeg en deus implijet da zeskiñ ar yezh. Awenet eo bet ivez get e skiant-prenet : desket en deus brezhoneg get Assimil. 

Evit pep kentel, ur podkast dek munutenn hag ur fichennig renabliñ.
Evit pep kentel, ur podkast dek munutenn hag ur fichennig renabliñ. - Eienn

Un ostilh ouzhpenn

Ar pal n'eo ket bezañ e kevezerezh gant ar stummadurioù hir pe ar c'hentelioù noz a zo dija, met kentoc'h bezañ un ostilh ouzhpenn evit ar re zo o teskiñ ar yezh, hervez Alan. "Gant Eienn e c'hell pep unan mont d'e lusk, er gêr pe a strollad." 

Dek euro bep miz e koust ar goumanant d'ar lec'hienn. Un dek a dud bennak 'zo o heuliañ ar c'hentelioù dija, ha spi en deus Alan e vo muioc'h er mizioù o tont, bremañ p'ez eo peurlipet ar program stummadur kentañ. 

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

Publicité

undefined