Passer au contenu
Publicité

Rugby/All Blacks : Treuzet eo bet ar bed gant Christine eus Plougastell evit komz gant Dan Carter !

Par

Un istor karantez ez eo kasimant etre Christine Laurent dac'h a Blougastell ha skipailh ar Zeland Nevez. Meur a wech n'eus bet tro da welet anezho. Aet eo zoken betek ar penn all eus ar bed evit komz gant Dan Carter ha Richie Mc Caw !

Christine Laurent ha Dan Carter
Christine Laurent ha Dan Carter © Radio France - Christine Laurent

An teirvet gwech eo dezho d'Ar Re Zu da c'hounnit kib rugby ar bed. Deuet e oant a-benn da reiñ lamm Disadorn da Vro Aostralia (34-17) a-drugarez da Dan Carter. Lakaet zo bet 19 poent gant emañ. Laouen ha fier ruz eo Christine Laurent, dac'h a Blougastell, gant disoc'h ar c'hrogad-se. "Ar match a oa brav-tre. An daou skipailh a oa eus ar c'hentañ. Cheu a zo bet etrezo ha c'hoariet o deus ur rugby a-feson.

Publicité

Treuzet ar bed ganti 

Sot eo Christine gant ar rugby abaoe tremen 40 vloaz. Ar wech kentañ n'oa bet gwelet ur match rugby ouzh an tele, e oa "ar c'hazetenner Roger Couderc a-dreñv ar mikro evit displegañ ar c'hoari". Ken sot eo gant ar sport-se e n'eus prenet, ar bloaz-mañ, bilhiji evit mont betek Eskopti Ar Re Zu penn-da-benn, stad Christchurch. Gwellet e n'oa neuze ur match etre daou skipailh eus ar vro. Dan Carter ha Richie Mc Caw a oa neuze war an dachenn. "Ar Re Zu a zo 'giz ar Graal er rugby", emezi gant he daoulagad o lugerniñ. 

"Jentil ha simpl tre eo Dan Carter", Christine Laurent 

"E fin ar match e oan gant va merc'h o c'hortoz ma zro da gaozeal ganto. E-pad pell awalc'h m'eus gortozet. Ur bern tud a oa. Pa oa deuet ma zro din-me da gomz ganto e m'eus kroget gant Dan Carter. Lavaret e m'eus dezhañ e oan deuet ekspres kaer da welet anezhañ eus Bro Frañs. Respontet e n'oa din e galleg "C'est pas possible quand même !". Un den jentil eo, simpl tre. Kemeret e m'eus ur bern fotoioù neuze gantañ, gant Richie Mc Caw ha gant tud all eus ar skipailh".

"E 1996, e oan aet da welet Ar Re Zu en o gwiskva !", Christine Laurent 

Ouzhpenn da-se n'eo ket ar wech kentañ da ch/Gristine kemer poltriji ha kaozeal gant Ar Re Zu penn-da-benn. "Pa oan yaouank ez aen alies da welet matchoù Bro C'hall gant skipailh rugby Plouzane. E 1996 e oamp aet da Naoned da welet un test-match etre Bro C'hall hag ar Zeland Nevez. Unan eus klub Plouzane a anaveze mat Daniel Du Broca, kabiten skipailh Bro C'hall d'ar mare-se. Setu e fin ar match e m'oa bet tro da vont da welet Ar Re Zu en o gwiskva (vestiaire) ! Ha tennet e m'oa ur bern poltriji ivez eveljust ! Ouzhpenn da-se e oa ar wech kentañ evit Bro C'hall gounnit a-enep Ar Re Zu !"

loading

L'info en continu

Publicité

undefined