Passer au contenu
Publicité

O pourmen er c'hoat 'sambles gant Stefan Merrer. Brasparzh

À retrouver dans l'émission
- Mis à jour le
Par

Balade dans le bois que surplombe "Ti Menez Are" le centre d'hébergement touristique et centre de découverte de l’environnement des Monts d'Arrée. L'occasion de découvrir en compagnie de son directeur le travail des animateurs nature. Il y a des camps en breton durant les vacances d'été !

b'ar c'hoat
b'ar c'hoat © Getty - BarbAnna

Riboulerien al Lanneier 21-27 A Viz Gouere ha 25-31a Viz Eost 2024

Moien ‘vo e-pad ar sizunvezh-mañ dizoloiñ c’hoarioù nevez e-leizh, hiniennoù pe c’hoarioù a-stroll, troet war-zu kevezerezh pe kenoberezh, dre labour-zorn pe labour empennek. Ijinet ha savet ‘vo a-gevred c’hoarioù gant traoù a vo dastumet en trowardroioù.

Mont a raimp da roeñviñ evit sourpren laboused an dour ha krapat gant brankoù ha kordennoù war un droiad-gaer er gwez. En ur vale ‘vo ur vare peurvat evit diorren skiant ar reteriñ hag ur spered kenober.

Deus d’ober anaoudegezh gant an natur er Menez Are, loened gouez etre koadoù ha lanneier. Gall a raimp mont war roudoù al lern, ar yourc’hed, ar broc’hed, pe loened diwelus evel an dourgi. Pa serro an noz e vo poent d’hon divskouarn bezañ lemoc’h evit klevet hopadenn ar gaouenn, youc’hadenn ar yourc’h pe mouezh skiltr al logod-dall. Klask ‘rimp kompren gwelloc’h an amprevaned a-raok laoskel anezho da vont kuit !

Lojet ‘vimp en Ti menez Are, el lec’h emañ un dachenn-sport hag ur c’hoad hud tal-kichenn. Ar sizhun-mañ e vo un digarez evit amprouiñ hon harzoù ha kemer hon amzer evit arvestiñ, selaou ha santiñ an endro tro-dro deomp.

timenezare.bzh

Épisodes

Tous les épisodes

27 min

22 min

24 min

Les plus écoutés de France Bleu Breizh Izel

1
2
3
Publicité

undefined