Passer au contenu
Publicité

Pemzek staj evit deskiñ brezhoneg e-pad an hañv

Par

Gant un toullad kreizennoù stummañ e vo kinniget pemzek staj evit deskiñ brezhoneg e-pad an hañv. Kinniget int bet gant DAO, Deskiñ d'an oadourien.

Pemzek staj a zo kinniget e-pad an hañv e Breizh
Pemzek staj a zo kinniget e-pad an hañv e Breizh - DAO

Efedus eo ar stajoù hañv. Setu perak, ar bloaz-mañ c'hoazh, e vo kinniget stajoù evit deskiñ ar yezh pe evit mont pelloc'h gant ar brezhoneg. "Bez ez eus tud o kregiñ gant ar yezh ha tud a zo brezhonegerien dija ivez, a zispleg Emilie Le Bail, e-karg eus an diorenn e DAO (Deskiñ d'an oadurien), a vod an holl kreizennoù stummañ. Bez ez eus stajoù a zo digor nemet d'ar vrezhonegerien, evit bevañ ur sizhunvezh gant ar yezh."

Publicité

Ouzhpenn da-se, ne vez ket graet nemet deskiñ e-pad ar stajoù. E vakañsoù emañ ar stajidi, hag a c'hell dizoleiñ ar vro da skouer.

Daou staj nevez ar bloaz-mañ

Gant 450 den e oa bet kemeret perzh er stajoù ar bloaz tremenet. "Da lavaret eo kazi 50% ouzhpenn p'hon eus kroget da gelaouiñ an dud. Se zo pozitivel kenañ, eme Emilie Le Bail. Ar spi a zo ganeomp e vo muioc'h a dud c'hoazh ar bloaz-mañ."

E Breizh a-bezh e vo kinniget stajoù : Brest, Douarnenez, Karaez, Kastellin, Kernaskleden, an Oriant, Plijidi, Pont-an-Abad, Kemper, Roazhon, Sant-Varzhin-war-ar-Maez ha Sant-Aignan. Ar wech kentañ eo e vez aozet ur staj e Liger-Atlantel "gant ar gevredigezh Kentelioù an noz". "Ur staj nevez a zo ivez er vro vigouden", a gendalc'h plac'h DAO.

Gant 450 den oa bet kemeret perzh er stajoù ar bloaz tremenet.
Gant 450 den oa bet kemeret perzh er stajoù ar bloaz tremenet. - DAO

Poent eo lakaat e anv

Ma fell deoc'h kemer perzh e-barzh ur staj, ret eo deoc'h lakaat hoc'h anv.

An aesañ a zo mont e darempred gant Deskiñ d'an oadourien :

E galleg

Cette année encore, quinze stages pour apprendre ou perfectionner son breton sont proposés en Bretagne. L'an dernier, 450 personnes avaient participé à ces camps de vacances pour adultes ! "Cette année, deux nouveaux stages sont organisés : à Saint-Aignan-de-Grand-Lieu en Loire-Atlantique et à Pont-L'Abbé", explique DAO (Deskiñ d'an oadourien). L'organisme coordonne ces stages. Il suffit de le contacter pour avoir plus d'informations et s'inscrire.

Cet été... j'apprends le breton !

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

L'info en continu

Publicité

undefined