Passer au contenu
Publicité

Brezhoneg : Penaos e vez graet evit ar c'hevredigezhioù evit dastum ac'hant er mare-mañ ?

Par

Abaoe ur miz bremañ e vevomp ur prantad ispisial gant ar C'hovid-19, n'eus ket tu ken da aozañ darvoudoù. Met penaos e vez graet gant kevredigezhioù ar vro evit dastum arc'hant ? Setu ur skouer gant ar gevredigezh Oligocyte a aoz un tombola en-linenn. Hiroc'h gant ar prezidant Bernard Leon.

Dre internet e vo aozet ur c'hoari sac'h gant ar gevredigezh Oligocyte evit dastum arc'hant. Dre internet e vo aozet ur c'hoari sac'h gant ar gevredigezh Oligocyte evit dastum arc'hant.
Dre internet e vo aozet ur c'hoari sac'h gant ar gevredigezh Oligocyte evit dastum arc'hant. - Oligocyte

Abaoe meur a vloaz e vez dastumet arc'hant gant ar gevredigezh Oligocyte evit sikour ar re glañv gant krign-bev an empenn. Kustum eo an izili da aozañ ur bern darvoudoù hag er bloaz-mañ, un tombola oa da vezañ aozet gant Stad Brest, skipailh Lig 1 mell-droad. Paket int bet gant ar c'horonaviruz ivez peogwir e oant sañset gwerzhañ tikiji tombola da geñver match Brest-Lil d'ar Sadorn 14 a viz Meurzh met evel-just n'eo ket bet c'hoariet ar match. 

Publicité

Setu m'eo bet klasket ganto ha kavet un doare all da werzhañ tikiji : dre internet evel-just ! Setu amañ ur pennad-kaoz gant Bernard Leon, prezidant Oligocyte, evit kaout muioc'h a zisplegadurioù.

loading

M'ho peus c'hoant da sikour ar gevredigezh Oligocyte ha prenañ tikidi tombola e c'heller klikañ amañ betek ar 7 a viz Even.

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

Publicité

undefined