Passer au contenu
Publicité

"Kaerenn", ur valsenn skrivet gant Antoine Le Fée evit e zousig

À retrouver dans l'émission
- Mis à jour le
Par

Ar ganaouenn-mañ a zo bet skrivet a-ratozh evit ur plac'h yaouank a blije d'ar c'haner eus ar Mor-Bihan

Penn-soner bagad Lann-ar-Stêr e oa Antoine Le Fée
Penn-soner bagad Lann-ar-Stêr e oa Antoine Le Fée - Photo : Thierry Le Fée

Gant ur paotr a 22 vlaoz eus Lann-ar-Stêr (56) emaomp hag a zo talabarder. Penn-soner bagad e barrez e oa Antoine Le Fée ha seniñ a ra e-kerzh predoù familh gant e vreur a son binioù bras. Un nebeud bloavezhioù zo en doa klasket ar soner ober studioù war ar muzikoloji. Bez e oa sonerezh klasel, muzik a-vremañ ha sonerezh eus broioù all e-giz Mongoli enno. Met abalamour m'eo Antoine ur paotr a sonerezh hengounel ha n'eo ket fonnus awalc'h gant skrid muzik en doa ket kendalc'het gant an hentenn-mañ muioc'h eget 6 miziad. Krog eo gant studioù war ar brezhoneg e Roazhon 2 da c'houde.

Deùehieu a zo pe bléieu da zoken me oa aze ma-unan aveit kendal'h ma hent (Kaerenn gant Antoine Le Fée)

E-unan en doa desket Antoine kanañ ha choazet en deus bepred skrivañ e brezhoneg daoust ma ne vez ket prezeg ar yezh-se er gêr, nemet gant e vreur bet desket er skol eveltañ. Kavout a ra dezhañ skeudennek ha flour ar yezh ha brav o labourat ganti.

Hag hemañ 'oa e karantez get ur pla'h e vez kavet ganti levenez (Kaerenn)

Tapet eo bet priz ispisial ar grouidigezh e Pondi evit gourfenn Kan ar bobl gant Antoine Le Fée er bloaz-mañ, a-drugarez d'ur werzenn en doa skrivet. Ha klevet vo amañ unan all bet savet gantañ.

Ur pok 'm eus roet dezhi ha n'eo ket chomet direspont (Kaerenn)

Un istor a garantez da vat eo "Kaerenn", bet savet ne ket pell zo e-mod dañs pok ha pok, a-ratozh evit lâr d'ur plac'h e oa-eñ e karantez ganti hep bezañ re founnus. Ha daoust ma ne ouie ket ar vaouez yaouank na gomz brezhoneg nag 'oa bet skrivet pozioù ar sonen gant ar paotr amourous, piket kenañ e oa bet he c'halon !

Épisodes

Tous les épisodes

Publicité

undefined