Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Deuet eo maez eizhvet bannenn-treset "Les passagers du vent". Kregiñ a ra prosez an TK Bremen warc'hoazh. Ul labour skol evit kompren perak 'vez evet kement a alkool.

Komz a ra brezhoneg Klervi, tudenn pennañ ar vannenn-treset "Les Passagers du vent"
Komz a ra brezhoneg Klervi, tudenn pennañ ar vannenn-treset "Les Passagers du vent" - Delcourt

Ha soñj ho peus deus an TK Bremen ?  

Graet n'oa peñse ar vag-lestr-mañ, e miz Kerzu 2011 war aod ar Morbihan. Dismantret e oa bet war aod Kerminihy dindan ur miz. Adalek warc'hoazh vintin, hag e-pad tri dervezh e vo barnet kabiten ar vatimant. Displegadennoù Pauline Kerscaven. 

Klervi, harozez ar "Passagers du vent" 'zo deus ar vro Vigoudenn  

Eizhvet bannenn-treset ar "Passagers du vent" a zeu dimerc'her. Anavezet mat eo ar bannenoù-treset-mañ.  Gwerzhet 'vez ouzhpenn ur milion diouto bep taol. Skrivet ha livet int gant ar C'hemperad François Bourgeon. O vevañ e Kemper emañ. Ar wech-mañ er vannen-treset "Le sang des cerises" eo ginnidig deus Treguenneg an dudenn pennañ. Klervi eo he anv. Mont a ra da vatez e Pariz un neubeut bloavezhioù goude ar Gumun. Klervi ne oar ket galleg e penn kentañ an istor, komz 'ra brezhoneg. Goulennet en deus François Bourgeon skoazell Robert Gouzien, brezhoneger ar vro Vigoudenn. 

Ur goulennaoueg diwar-benn an alkool hag ar re yaouank

Hervez enklask diwezhañ Arsellva an adiktologiezhioù, e vez mezv ur breizhad yaouank diwar pemp, ur wech ar miz. Tri lisead deus Diwan a gas er mare-mañ un enklask diwar-benn an alkool evit ul labour skol (TPE). Dindan ur sizhunvezh eo bet respontet dezho gant ouzhpenn 400 den. Pennad-komz gant Gweltas, Lily ha Clémentine. 

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined