Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Er c'heleier eo bet lakaet ar gaoz war gweladenn Marine Le Pen er Guelveneg ha war ar reuz a zo etre Stumdi ha Roudour. Komzet hon eus ivez eus ar Sidaction, a zo fenoz, ha penaos n'eo ket anavezet riskloù ar Sida gant ar re yaouank. Aet omp ivez d'ober un dro e Plouzeniel evit Tro Bro Lesneven.

Ar Sidaction a grog fenoz. 25 bloaz eo ar bloaz-mañ.
Ar Sidaction a grog fenoz. 25 bloaz eo ar bloaz-mañ. - Sidaction

N'eo ket kelaouet ar re yaouank war riskloù ar Sida.

Hervez ur sontadeg embannet gant ar Sidaction, a vo fenoz, ez eus ur c'hard eus ar re yaouank a embann n'int ket kelaouet mat a-walc'h war ar Sida. 6 400 den o doa dizoloet e 2017 e oant seropozitivel, ha n'ez a ket ken an niver-se war zigresk. N'eo ket ken souezhus evit Anjela Stefan, a zo a-youl vat evit ar "Planning Familial" Montroulez. Pa 'z a da ober stalioù e skolajoù e wel mat e vank titouroù d'ar re yaouank diwar-benn an darempredoù reizhel, hag an doare d'en em wareziñ eus ar c'hleñvedoù.

Reuz etre kreizennoù stummañ e brezhoneg

Embannet en deus ar skop Roudour, staliet e Karaez, e vo digoret ul lec'h stummañ nevez gantañ e Brest. Padal ez eus dija ur greizenn stummañ e brezhoneg e kêr ar Ponant, meret gant Stumdi. Ha kreizenn stummañ Landerne ne gav ket dezhi eo ur menoz mat. Daoust hag-eñ ez eus plas evit an holl ? Selaouit arguzennoù an daou du.

Marine le Pen e Penn ar Bed

Prezidantez ar strollad politikel "Rassemblement National" a oa er Gelveneg hiziv, evit prantad kabaliñ an dilennadegoù Europa. Komzet he deus eus ar Brexit gant ar besketaerien, pa oa tro 50 den o vanifestiñ er maez. 

126 reder war hentoù Bro Leon

Ar 21añ Tro Bro Lesneven, "Tour du Pays de Lesneven Côte des Légendes" a loc'ho warc'hoazh eus Plouzeniel. Ha chom a ra labour a-raok degemer ar rederien ! Aet omp da welout penaos e vez prientet ar redadeg war varc'h-houarn gant an dud a-youl vat. 

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined