Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Dilemel plasoù da gaout muioc'h a surentez 'vit treuziñ an hentoù, e Pariz e vo tabutet deus ar raktres. E Bro Gerne eo bodet c'hoarierien foot yaouank ar bed holl. Hag er Morbihan 'zo bagoù brav da wel'.

Prest eo ar c'hoarierien yaouank da vont da redek a-dreñv ar volotenn
Prest eo ar c'hoarierien yaouank da vont da redek a-dreñv ar volotenn © Radio France - Léo Rozé

Milieroù a blasoù da barkañ an otoioù a c'hellfe mont diwar-wel 

Digreskiñ an niver a wallzarvoudoù war al lec'hioù treuziñ evit an dud war-droad. Setu 'pezh a vo tabutet er bodadenn vroadel 'benn sizhun. Se dalvezfe dilemel plasoù parkañ 'vit ar c'hirri ha gant se 'zo sach blev. Ana Sohier, dilennadez e meurgêr Roazhon a zispleg hiroc'h deomp.  

Birvilh a zo gant ar Mondial Pupilles

Evit an deizioù 'zo kalz a vugale o tont deus pep korn ar bed, bodet e bro Gerne 'benn c'hoari foot. Leo Rozé 'zo bet er vro Vigoudenn da wel' ar yaouankizoù sot gant ar volotenn.  

Bagoù a vil-vern er Morbihan 

Ur mell abadenn a vo da wel' er Morbihan warc'hoazh evit klozañ gant ar sizhunvezh gouestlet d'ar mor. Tudi Crequer 'zo bet da wel' Gwenediz tik gant ar bagoù. E reportaj a zo da glevet.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined