Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Er c'heleier e brezhoneg emberr e lakaomp ar gaoz war Jocelyn Gourvennec o kuitaat klub melldroad Gwengamp, war an allergiezhioù hag a ra o reuz evit ar c'houlz, ha war kampionnad Europa ar melldroad war gador-ruilh.

C'hwezhañ e fri a raer alies dre an allergiezhioù
C'hwezhañ e fri a raer alies dre an allergiezhioù © Radio France - Jean-Christophe Bourdillat

Jocelyn Gourvennec a guita skipailh foot Gwengamp

Gourdronner War-Raok n'oa embannet e vefe chomet e klub bro Dreger zoken el lig 2 met bremaik eo bet embannet ar c'heloù ne chomo ket er vro er c'houlzad da zont. Youn Toudig a zo supporter daoned Gwengamp, souezhet eo bet e penn-kentañ o klevet ez a Gourvennec kuit.

An allergiezhioù a ra o reuz

Un den diwar dri e Frañs a vefe paket gant allergiezh. Evit ar c'houlz e vez niverus an dud paket o c'hourlañchennoù hag o frioù ha se 'blam d'ar pollen. Gabriel Thepaut hag Evelyne Lozac'h 'zo medisined ha dibaoe penn-kentañ an nevez-hañv e vez tud klañv dibaouez en o gabinedoù.

Lañs 'vo roet hiziv da gib Europa mell-droad war gador-ruilh 'benn warc'hoazh

Hag ar maout a c'hellfe mont gant skipailh Frañs. Unan eus ar skipailhoù varrekañ er bed a-bezh eo abaoe un nebeut bloavezhioù. Kampionned ar bed eo ar c'hallaoued. E bro Finland e vez aozet tournamant Europa er sizhun-mañ.  Ar breizhat Erwan Conq eo kabiten skipailh Bro Frañs. Fiziañs en deus ennañ hag e gamaladed.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined