Passer au contenu
Publicité

Keleier Noz Tudi Crequer

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn an embregerezhioù a zo dedennet da lakaat o krabannoù war an embregerezh Doux. Klevet e oa bet ivez daou baotr. Unan a oa el lid e koun Arnaud Beltrame e Kemper. An hini all er gerzhadeg e Pariz e koun Mireille Knoll.

Le site du groupe Doux à Châteaulin (Finistère)
Le site du groupe Doux à Châteaulin (Finistère) © Radio France - Simon Cardona

Doux : ar stal LDC eus Broioù al Liger a zo dedennet ivez  

Betek hanternoz ez eus tu d'an embregerezhioù dedennet reiñ da c'houzout ma z'int dedennet pe get evit prenañ ar stal Doux. Daou stal a zo bremañ war ar renk. Unan eus Broioù al Liger : LDC (Le Gaulois, Marie, Loué...) hag unan all eus Bro Ukrain : MHP. Displegadennoù Léo Rozé diwar-benn kinnig LDC 'zo da glevet er c'heleier-mañ. Evit gouazout dre ar munud kinnig MHP, kit'ta da lenn ar pennad internet-mañ.   

Da lenn / Doux : MHP ne souhaite garder qu'un employé sur quatre 

Lidoù e koun Arnaud Beltrame...  

Didrouz e oa bet an holl archediez e bro Frañs ar mintin-mañ. Lidoù oa bet e pep lec'h e koun Arnaud Beltrame, an archer bet lazhet dir-gwener e Trèbes gant Radouane Lakdim. E Kemper e oa ar Prefed, aotroù-maer Kemper, patron ar jandarmed a-gevred evit rentañ enor d'an harozh. Deuet e oa ivez Efflamm Caouissin, aluzener evit archerien Penn ar Bed.

...hag ur gerzhadeg e koun Mireille Knoll  

"Lazhet e oa bet (Mireille Knoll) abalamour dezhi bezañ yuzevez" hervez Emmanuel Macron. Fenoz e oa bet miliadoù a dud o bale e straedoù Pariz evit rentañ enor d'ar vaouez-se a oa bet lazhet ar sizhunvezh tremenet. Gwilhom Auffret, ezel deus ar Republik war raok, a oa unen diouto. "Fromus gwelet an holl dud gwisket e du" emezañ.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined