Passer au contenu
Publicité

Keleier Noz du mardi 8 novembre 2016

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Pellgomzet hon oa d'un amerikan evit kaout e santimant war dilennadeg ar prezidant(ez) nevez. Bet e oamp da heul klanvdiourien ar vro o vanifestiñ. Komzet hon oa ivez diwar-benn kudennoù evit pourchas an tredan e Breizh hag ivez diwar-benn traezh Lannuon.

Mobilisation à Lannion dimanche contre l'extraction du sable dans la baie.
Mobilisation à Lannion dimanche contre l'extraction du sable dans la baie. © Radio France - Annaïg Haute

War nes kaout ur prezidant nevez emañ ar Stadoù Unanet

Piv vo 45vet prezidant ar Stadoù-Unanet ? Benn un neubeut eurvezhioù e vo gouezet gant piv z'aio an trec'h. Wayne Mockerman a zo o vevañ tramor. Telefonet hon oa d'an amerikan-mañ evit ma tisplegfe deomp peseurt aergelc'h a oa er vro. "Skuizh on gant ar votadeg-mañ" emezañ. Pennad-komz gant Wayne Mockerman.

Harz-labour e ospitalioù ar vro

E Roazhon, Naoned, Brest, Douarnenez, pe c'hoazh e Kemper e oa bet gwelet micherourien an ospitalioù o tibunañ. Bez e oant war-dro 250 da skouer dirak ospital Kemper da 12e. Bet e oa Enora Molac da heul ar vanifesterien. Klevet e vez Youn Jardin ha Per Rannou.

Diaes e vo pourchas tredan e Breizh eme RTE

Hervez RTE (Réseau de Transport d'Electricité) e vo kudennoù e-pad ar goañs evit pourvezién tiez hag embregerezh Breizh. Perak ? Abalamour m'eo bet lakaet war enaou 18 kreizenn nukleel -amzer d'an ASN kempenn anezho-. Diskouez a ra mat eo ret kaout ur greizenn gaz e Landivizio eme neuze Yves Edern, sekretour ar strollad GESPER. Pennad-komz gant Yves Edern.

Traezh Lannuon : un trec'hig evit an enebourien

Aozet e oa bet ur vodadeg, Dimeurzh vintin, e prefeti Aodoù-an-Arvor. Dilennidi ar vro ha renerien an embregerezh Roulier a oa aze. Divizet zo bet a-benn a fin gant ar stad nompas reiñ adarre an aotre d'an embregerezh gellout tennañ traezh e bae Lannuon. Ne vo ket ar gwir ken gant Roulier hag ar Can mont da zesachañ traezh e foñs ar mor ken ma vo ket roet e ziviz gant ar C'huzul stad. Ar pezh a raio benn ur miz ac'hann.Bet e oa meur a wech Elisabeth Kerloc'h da vanifestiñ e Lannuon. Pennad-komz gant Elizabeth Kerloc'h.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined