Passer au contenu
Publicité

Ur gourdoner a sikour ganeoc'h evit ober sport e brezhoneg dirak ho skramm !

Par

Daoust hag-eñ ho peus-c'hwi ivez kemeret pouez e-pad ar prantad kenfinañ ? Hervez un enklask o dije ar C'hallaoued kemeret daou gilo hanter well-wazh abaoe daou viz. Evit sikour ac'hanomp ober sport, ar gourdoner Stefan Carpentier en deus savet ur chadenn war YouTube.

Hervez un ensklask graet gant an Ifop o deus kofaet an dud eus daou gilo hanter abaoe daou viz da lavaret eo abaoe penn-kentañ ar prantad kenfinañ. Marteze e vez debret muioc'h ganeomp ha marteze ivez ne reomp ket sport a-walc'h. Evit sikour ganeomp en deus savet ar gourdoner pe desaver sport Stefan Carpentier ur chadenn YouTube. A-drugarez dezhañ e c'hellomp ober abadennoù sport, selaou e guzulioù ha gwellaat hor yec'hed.

Publicité

"Goude bezañ bet o labourat e-pad pell en ur  burev em eus bet c'hoant da cheñch micher", a zispleg Stefan war e lec'hienn internet. "Sede ma'z on aet d'ober ur  stummadur (en ENCP e Roazhon) a-benn bezañ gourdoner e 2017."

Ur c'hoant kreñv da labourat e brezhoneg ivez

"Tapet ma diplom ganin, kavet em eus labour e kevredigezhioù, embregerezhioù hag evel stummer war ar sevel-halterioù hag ar c'higennañ. Koulskoude e oa sklaer ganin kerkent ha staget gant ar stummadur em befe c'hoant da labourat e brezhoneg ivez" eme Stefan. "Dre ma n'eus sal ebet em c'horn-bro da ginnig  abadennoù e brezhoneg em eus graet ma soñj sevel abadennoù video hag o skignañ war YouTube."

Ezhomm en deus tud evit skoazellañ e labour

Evit gallout kenderc'hel gant e chadenn YouTube en deus ezhomm Stefan da gavout tud d'e skoazellañ "seul vui e vin harpet seul vui a amzer am bo da ouestlañ da sevel kentelioù ha da vicherelaat pep tra, prenañ dafar gwelloc'h, deskiñ frammañ.... Gant ho souten e c'hallin kendelc'her eta."

Evit poent ne ra Stefan nemet abadennoù kreñvaat ha yac'haat, met mennozhioù all zo war ar stern evit komz diwar-benn ar c'higennañ hag ar sevel-halterioù.

Kinnig ma chadenn

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

Publicité

undefined