Passer au contenu
Publicité

Un deiz, un den, ur vicher : Thomas Godin, engraver (12)

Par

Un arzour breizhad penn kil ha troad eo Thomas Godin, livour hag engravour e Landerne.

Thomas Godin , livour , engravour Thomas Godin , livour , engravour
Thomas Godin , livour , engravour - Thomas Godin

Livour hag engravour war an arzoù a-vremañ eo Thomas Godin. Staliet 'neus un neubeut mizioù 'zo e stal ru ar Feunteun Wenn e Landerne. Un atelier brasoc’h gant salioù diskouezadegoù frankoc'h evit oberennoù brasoc’hik. 

Publicité

Bet kelenner brezhoneg e Stumdi oa bet Thomas. Goude bezañ bet stlennegour a-vicher, 'noa dilezet an den pep tra pevar bloaz 'zo evit en em gouestlañ d’e arz penn-da-benn. Aet war an hent-se en un doare dic'hortoz warlerc'h ur stajik engravañ. Padal n'oa klasket mont war daou droad e-pad ur pennad. Stummer war ar brezhoneg hanter amzer, e-serr bezañ arzour en hanter amzer all. N'eus ket gellet padout pell ken entanet gant an drebon krouiñ. Deoc'h da c'houzout ez eo ivez Thomas ul leonad hag ur breizhad penn kil ha troad, a ro bep a anv brezhoneg d’e livadurioù engravet. Ha laouen bepred o tegemer stajidi brezhonegerien anezho. Berzh a ra bravik e Reter pellañ Azia gant diskouezadegoù e Bro Philipine da skouer. Un arzour rannet e galon etre Bro Leon ha penn all ar bed eta. 

loading

Evit mont e darempred gant Thomas Godin : 25 straed ar Feunteun Wenn e Landerne

Pellgomz : 07 83 24 58 83

Postel : contact@thomasgodin.com

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

Publicité

undefined