Passer au contenu
Publicité

Un deiz, un den, ur vicher : Maryvonne Berthou, karget a embann (16)

Par

Edukatourez, komedianez, skolaerez. A-drugarez d'an teir micher-se doa graet, gouzout a oar Maryvonne kas da benn he labour a gargadez a embann.

Maryvonne Berthou , karget a embann 'barzh TES . Ti Embann ar Skolioù. Maryvonne Berthou , karget a embann 'barzh TES . Ti Embann ar Skolioù.
Maryvonne Berthou , karget a embann 'barzh TES . Ti Embann ar Skolioù. - Jañ Luk bergot

Maryvonne Berthou, karget a embann e TES, Ti Embann ar Skolioù e Sant-Brieg. Savet oa bet ez vihan 'barzh un endro brezhoneg e Gwiseni. Pa oa krennardez he doa darempredet Oaled Sevenadurel ar Vro Bagan, e Plouneour-Traez. Eno he doa heuliet kentelioù brezhoneg, ouzhpenn reoù ar skolaj ha staget ganti mont d'ar festoù noz. Diwezhatoc'h e oa en em dommet ouzh ar c'hoariva brezhoneg. Se oa war dro 1975, gant Goulc'han Kervella. 

Publicité

War ar vicher edukatourez e oa aet da gentañ. Hag hi dilezel al labour-se evit mont da labourat e brezhoneg gant Strollad ar Vro Bagan. E skeud-se he doa bet tro luskañ abadennoù kizidikaat war ar brezhoneg er skolioù kristen, gant Anna-Vari Arzur. A-benn ar fin e vezo skolaerez e Diwan 'doug ugent vloaz bennak. Graet ganti ur stummadur war micherioù an embann eo bremañ karget da brientiñ dafar ha teuliadoù pedagogel evit kount hentennoù an holl skolioù divyezhek kentañ derez. 

loading

Ma France : Améliorer le logement des Français

Quelles sont vos solutions pour aider les Français à bien se loger ? En partenariat avec Make.org, France Bleu mène une consultation citoyenne à laquelle vous pouvez participer ci-dessous.

Publicité

undefined