Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

An heskinerezh er skol, ar retretidi paoroc'h paorañ, an amerikaned e Breizh e-pad ar brezel pevarzek : setu temoù keleier ar yaou 9, a viz Du.

Gant an deskadurezh stad zo bet savet videoioù a-enep an heksinerezh er skol.
Gant an deskadurezh stad zo bet savet videoioù a-enep an heksinerezh er skol. - Deskadurezh stad

Dek dre gant deus ar skolidi a vefe gwallgaset er skol e Bro C'hall  

Un hanter deus ar vugale seiz bloaz o defe gouzañvet goaperezhioù taer er skol. Evit lakaat ar gudenn-mañ war vell oa aozet an devezh broadel stourm ouzh an heskinerezh er skol, d'ar yaou 9 a viz Du.  Psikologour war e leve eo Jean-Yves Mear. Labourat a rae er skolioù. Displeget en deus deomp peseurt taolioù fall oa bet merzhet gantañ.   

Ar vugale pe o zud a c'hell pellgomz d'an niverenn "tregont ugent" evit bezañ skoazellet.
Ar vugale pe o zud a c'hell pellgomz d'an niverenn "tregont ugent" evit bezañ skoazellet. - Deskadurezh stad

Paoroc'h paorañ eo an dud kozh  

Paouraat a ra an dud en oad. Gant ar Sikour Katolik oa bet skoazellet 1,4 million a dud en tu all da 50 vloaz warlene. Muioc'h muiañ a retretidi a zo gwall dapet, evel Jean-Luc Mingam. Abaoe tri bloaz emañ war e leve. Ha diaes eo dezhañ skoulmañ an daou benn bep fin ar miz : "War zigresk ez a ar pensionoù. Ar re a c'hounez 1.200 euro no kollet 600 euro e fin ar bloaz. Ha war gresk ez a priz an tredan, an asurañs..."    

100 vet deiz-ha-bloaz an Armistis : an Amerikaned e Breizh  

Disul e vo lidet kantvet deiz-ha-bloaz an Armistis e 1918. A-hed ar sizhun e kinnig France Bleu Breizh Izel  deoc'h reportajoù war ar Brezel bras. Goude bezañ komzet deus ar soudarded war an talbenn pe c'hoazh deus ar merc'hed chomet er vro, e lakomp ar gomz hiziv war an Amerikaned e Breizh. Muioc'h a ditour amañ.

.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined