Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Deiz ha bloaz laouen da Eostiged ar Stangala ! Bara bio zo da brenañ bremañ e Plabennek ha war raok ez a ar brezhoneg evit ar re vihan e Plouzane.

Eostiged ar Stangala e 2016 e pad Gouelioù meur Kerne
Eostiged ar Stangala e 2016 e pad Gouelioù meur Kerne © Maxppp - Thierry Charpentier

Deiz ha bloaz laouen da Eostiged ar Stangala !

70vet deiz ha bloaz kelc'h keltiek Kerfeunteun a zo lidet en dibenn sizhun mañ. Unan eus koshañ strolladoù Breizh eo. Youenn Amice, eo prezidant Kendalc'h Penn ar Bed. "Loc'h" zo ennañ gwelet ur strollad deus e gevre o c'hounnit ken alies.

Bara bio zo da brenañ bremañ e Plabennek 

Abaoe penn kentañ ar miz 'heller drebiñ bara biologel , graet e Plabennek. Fardet e vez e-barzh tiegezh gounid legumach bio Kerillo gant Henri hag e verc'h Bleuenn Thépaut. Div vicher a gas a-gevred ar vaouez yaouank , nevez staliet gant he zad, evel legumacherez, ha baraerez. Gant bleud bio prenet e ra bara evit poent. Prestik e raio gant bleud gwiniz gounezet war an atant. Reportaj Jañ-Luk Bergot

War 'raok 'z a ar brezhoneg evit ar re vihan e Plouzane 

Sinet oa bet ar garta Divskouarn digwener gant daou aozadur a ra war o zro. An ti-kêr, evit kount an RPAM ( Relai Parents-assistantes maternelles) kreizenn kerent-magered ar gumun, ha tud e karg ar vagouri liess digemer "En jeux d'enfance". Lusket vez abadennouigoù brezhoneg en div lec'h-se, gant un animatour eus SKED, ti ar brezhoneg korn bro Brest. Gregor Mazo zo rener Divskouarn, an aozadur a ziorenn ar brezhoneg araok ar skol. 

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined