Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Petra nevez 'zo er vro ?

Youn Jardin, e kerzh ur vanifestadeg evit difenn ospital Douarnenez e 2014
Youn Jardin, e kerzh ur vanifestadeg evit difenn ospital Douarnenez e 2014 © Radio France - Tudi Crequer

Daoust-hag en arvar emañ servijoù ospitalioù-tost ?

Kinniget zo bet e steuñv evit ar yec'hed gant ar gouarnamant. 400 milion a euroioù vo ouzhpennet da vudjed ministrerez ar yec'hed e 2019. Krouet e vo 4000 post a skoazellerien medisin ivez. Met, embannet zo bet ivez e vefe savet un doare label anvet "ospital bro" pe "ospital tost". 500 pe 600 ospital 'no al label-se. Ensavet en eus ar vinistrez Agnes Buzyn e vo serret servijoù-zo e lod diouto. Servijoù-zo ospitalioù "Montroulez, Lannuon, Pondi, Redon, Douarnenez, pe Konk Kerne" zo en arvar eme Youn Jardin, deus komite difenn an ospitalioù ha servijoù gwilioudiñ.   

Boued gwelloc'h o deus c'hoant debriñ ar Vretoned

Fenoz e tremen ministr al labour-douar hag ar boued, Stefan Travert, dirak ar c'homision enklask war ar boued industriel. Krouet e oa bet ar c'homision-mañ e miz meurzh 2018 gant ar vodadenn vroadel, gant ar pal cheñch hon doareoù da zebriñ ha da c'hoñsomiñ dre vras, hag ober ur bazenn ouzhpenn war-zu ar cheñchamant ekologel. Met gwelet e vez mat dija o deus c'hoant muioc'h mui a dud prenañ boued a galite. Setu ar pezh n'oa lavaret deomp Ninnog ar Bot, merourez ar stal biocoop e Konk Kerne.   

'Benn 6 pe 9 miz e vo brezhonegerien nevez   

340 den zo kroget da zeskiñ brezhoneg en ur stummadur-hir. Er greizenn studiañ Mervent eo en em enskrivet 22 stajiadar bloaz-mañ. Hag a bep seurt tud az a da seurt stummadur, eme Drian Bernier, a zo kuzulier pedagogel e Mervent. "Kerent bugale diwan dihun div yezh a zo, met lod zo o tont deus pelloc'h hag evit an dud-se eo anat deskiñ ar brezhoneg, yezh ar vro" eme Drian Bernier, kuzulier pedagogel e Mervent.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined