Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Abdelaziz Bouteflika a faot dezhañ bezañ prezidant c'hoazh a ne blij ket d'an dud. Brav eo an amzer, deomp d'al liorzh 'ta ! Mich a zo krog da blantañ patatez e Douarnenez. Mont a rimp ivez da Bariz da-heul Lulu Moisan hag a vez o kinnig bed ar mor d'an dud.

Saout, moc'h, kezeg, kizhier hag all... Met estreget loened a zo da welet e Pariz 'vit an deizioù
Saout, moc'h, kezeg, kizhier hag all... Met estreget loened a zo da welet e Pariz 'vit an deizioù © Maxppp - Alexis Sciard

Ne faot ket dezho ez afe c'hoazh Abdelaziz Bouteflika war ar renk  

E kounnac'h emañ pobl Bro Aljeria 'enep da Abdelaziz Bouteflika. Lakaet en deus e anv evit ur pempvet resped e penn ar vro. E fulor ruz emañ meur a zeg mil Aljerian.ez. Manifestadegoù bras a zo er vro, unan all a vo c'hoazh 'benn warc'hoazh. Hocine Nedjar 'zo a orin deus Bro Aljeria ha bevet en deus du-hont. Displeget en deus deomp perak e save reuz tramor. 

Bretoned e-leizh a zo e saloñs al labour-douar e Pariz 'benn diskouez ar pep gwellañ a zo er vro

Pennoù politikourien a vez gwelet en deizioù mañ e salon al labour douar e Pariz. Gwelet e oa bet hiriv Yannick Jadot ha tud Europa Ekologiezh ar re C'hlas.  Ret eo cheñch ar PAC evit vefe sikouret gwelloc'h ar beizanted bihan emezo.  Met estreget politikourien a zo e saloñs al labour douar.  Ar bloaz tremenet e oa deuet un tammig neubeutoc'h evit 700 000 den. Lulu Moisan, henterez natur e bro Fouen, a oa savet abred mintin mañ evit mont da bourmen e trepasoù ar saloñs, ha gwelloc'h eo mont abred pa n'eus ket c'hoazh re a dud emezi.

Brav e vez liorzhañ pa vez brav an amzer !

Tomm ha heoliek eo bet an dibenn-sizhun e Breizh. Disul e oa tro 20 derez er vro, ur rekord evit miz C'hwevrer. Pa 'oa niverus an dud o pourmen war bord an aod e oa ken niverus all ar re o turiañ an douar. Bleunioù ha plant e-leizh a zo bet gwerzhet 'toug an devezhioù kaer, ha kroget eo al liorzhoù da cheñch stumm. Katell Uguen 'zo bet da wel' Mich e liorzhoù rannet Pouldahu e Douarnenenez.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined