Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Chomet eo serret marc'had Nedeleg Strasbourg, goude ez eus bet tennet war an dud a oa o pourmen e-kichen ar staligoù, dec'h gant un den. Klasket e vez c'hoazh war e lerc'h gant ar boliserien.

Deuet ez eus tud e-kichen marc'had Nedeleg Strasbourg evit reiñ enor d'ar re lazhet pe gloazet dec'h da noz
Deuet ez eus tud e-kichen marc'had Nedeleg Strasbourg evit reiñ enor d'ar re lazhet pe gloazet dec'h da noz © Maxppp - Sebastian Gollnow

Aet eo an enklask war-raok hiziv. Anavezet e oa gant ar boliserien an den a zo diskred warnañ bezañ lazhet tri den, e Strasbourg, ha gloazet 12 den all o tennañ warno.

Gwalldaol Strasbourg e penn an dud war marc'hadoù ar vro

Er vro e oa digor ar marc'hadoù Nedeleg. E Brest eo bet kreñvaet ar muzulioù surentez : furchet e vez e-barzh seier an dud a fell dezho mont war plasenn ar Frankiz, ha div wech muioc'h a dud a ve oc'h ezvezañ ar marc'had. E Kemper eo bihanoc'h c'hoazh ar marc'had, met evel-just e oa gwalldaol Strasbourg e penn an dud, a gont deomp Bruno.

Marc'had Nedeleg Plougerne a vo dalc'het memes tra

Met arabat pennfolliñ, dav eo kenderc'hel da vevañ, hep ankounac'haat pezh a zo c'hoarvezet, eme Yannig Robin, maer Plougerne. N'eo ket ankeniet evit marc'had Nedeleg e gumun, a vo a-benn ur sizhun hanter.

An ti-post a ra war-dro ar re gozh

Abaoe ur bloaz hanter ez eus bet lañset ur servij nevez gant an ti-post : "Veiller sur mes parents" e anv, kinnig a ra d'an dud paeañ evit ma teuio paotr pe blac'h al lizhiri da dremen amzer gant tud kozh. Heuliet en deus Léo Roze ur weladenn e Sant Wazeg.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined