Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Hag un diskoulm a vefe evit atant bio ar Gernieg e Daoulaz ? Loik Karet a embann e soñj deomp. 'benn warc'hoazh 'vo roet ton d'ar sonerezh. Deomp da Vrest da wel' pe 'mod e vezer o prientiñ gouel ar sonerezh. Ha Diviz ar Yaou 'zo emberr. Roet 'vez ar gaoz d'ar Begoù Bras.

Vache laitière
Vache laitière © Radio France - Xexili Foix

Un diskoulm a vefe evit atant bio ar Gernieg e Daoulaz

A-du e sav ar SAFER evit ma vefe prenet an douaroù gant Bastian Moysan, ar peizant bio hag a labour anezho.  Ablamour da gudennoù susit oa bet lakaet e gwerzh 44 devezh arat. Juloded ar gumun 'kichen doa kresket ar priz betek 130 000 euro. Ur priz re uhel evit ar c'houer bio. Setu perak eo bet kentprenet gant ar SAFER, aozadur al labour-douar karget da ingalañ an douaroù labour. 40 000 dud o doa duet ur sinadeg skoazell. Loik Karet, peizant bio e Plougastell a zo unan anezho. "Bremañ vo savet ur GFA, Groupement Foncier Agricole", emezañ.

Gouel a sonerezh a vo dalc'het warc'hoazh

E Brest e vo stank al lec'hioù gouestlet d'an darvoud-mañ, a-bep-tu da ruioù Siam ha Jean-Jaurès. Un tamm plas 'zo graet da sonerezh ha sevenadur ar vro. Gant sonerezhioù hengounel hag a-vremañ, setu 'pezh n'eus merzhet Jean Luc Bergot.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined