Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Kavet 'vije bet piv n'eus dibennet daou reunig e penn-kentañ ar bloaz kostez Konk Kerne. Daou vartolod o deus ansavet o zorfed. Kalz a vretoned hag a vrezhonegerien a zo spontet gant kaozioù an aotroù Blanquer hag a sav 'enep d'ar c'helenn dre soubidigezh. Yannig Kerlogod a gonto hiroc'h deomp.

École bilingue en langue bretonne ou illustration école immersive Diwan - langues régionales
École bilingue en langue bretonne ou illustration école immersive Diwan - langues régionales © Radio France - Lagain Aurelie

Reuniged dibennet

Daou voraer a vo barnet 'barzh afer ar reuniged bet dibennet e bro Gerne. Ur martolod 'n eus ansavet bezañ bet dibennet ha miret pennoù daou reunig hag a oa bet paket dre wallzarvoud 'barzh e rouedoù besketa. Korf al loened a oa bet kavet e miz C'hwevrer hag e miz Meurzh tremenet war draezennoù Konk Kerne ha Tregont. Daou glemm a oa bet savet gant an SPA hag ar gevredigezh Sea Sheperd.

Kalz a vretoned a zo spontet gant kaozioù an aotroù Blanquer

Laret en eus ministr an Deskadurezh eo unyezhek ar c'helenn dre soubidigezh. Se 'zo bet embannet er Senad e-kerzh an tabut war al lezenn Skol. Dipitet 'oa Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan. Komzet hon eus diwar-benn an dra-se ha ne baouez ket an dud da esteurel o soñjoù war internet. Yannick Kerlogot, kannad ar Republik war raok, da skouer, en deus skrivet un destenn war e bajenn Facebook en ur ginnig d'ar ministr dont da weladenniñ skolioù Diwan ha divyezhek. Gwelet a raio ar ministr 'vit un emvod labour 'ba Pariz hag e komzo diwar-benn an dra-se.

Dibaoe dec'h emañ implijidi ar 115 gant harzh-labour e Brest

Merañ 'reont al lojeiz difrae ha startoc'h startañ e vez dezho kas o labour da-benn. Evit ar c'houlz e reont war-dro ur familh repuidi o tont deus Azerbaidjan ha kaset e vezont a gêr da gêr, a leti da leti. Spontet eo ar 115 koulz ha lig gwirioù Mab Den. Un ezel deus ar gevredigezh Temps Partagé hag a zegemer repuidi yaouank a ziplego pelloc'h deomp.

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined