Passer au contenu
Publicité

Les informations en langue bretonne

À retrouver dans l'émission
Keleier Noz de France Bleu Breizh Izel
Du lundi au vendredi à 19H00.
- Mis à jour le
Par

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn manifestadegoù ar gargidi, diwar-benn ar gartenn skol nevez, ha diwar-benn forom an implij e brezhoneg a oa bet dalc'het e Landerne.

Rémi Toulhoat, prezidant Div Yezh Breizh
Rémi Toulhoat, prezidant Div Yezh Breizh © Radio France - Magali Fichter

Harzh-labour : penaos ober hep trenioù ebet ? 

War-sav e vo ar gargidi hag an dud kar ouzh ar servijoù publik d'ar 22 a viz Meurzh. Dibunet e vo ivez e straedoù ar vro gant ar cheminoted. N'eo ket ar wech diwezhañ dezho mont da vanifestiñ. Kroget int gant ur stourm war an hir-dermen a-enep da reform an SNCF a zo kaset war-raok gant ar gouarnamant. Diaes e vo en em aozañ evit beajourien boaz da gemer an tren. Selaouit soñj Lara ha Guilvic a zo boaz da vont deus Brest da Landerne just awalc'h. 

Ur gartenn-skol 2018 "mantrus" evit Div Yezh Breizh

Hegaset mat eo izili ar gevredigezh Div Yezh Breizh,  a vod kerent ar vugale en hentennoù divyezheg publik. Studiet pizh o deus ar gartenn-skol evit an distro skol a zeu hag hervezo ne vez ket doujet gant ar rektordi ouzh an emglev bet sinet e 2017 diwar-benn diorroadur an divyezheg publik. Gant Rémi Toulhoat, prezidant ar gevredigezh Div Yezh Breizh 

Forom an implij e brezhoneg

Dalc'het e oa bet en abardevezh-mañ forom an implij e brezhoneg e Landerne.  Ar pempvet gwech e oa da Stumdi, ar greizenn stummañ, aozañ seurt darvour. Kinniget e oa bet micherioù a bep seurt d'an dud oc'h ober ar stummadur. Reportaj Tara Lagoutte. 

loading

Épisodes

Tous les épisodes

04 min

04 min

04 min

05 min

04 min

04 min

04 min
Publicité

undefined