Passer au contenu
Publicité

Peseurt plas a vez roet d'ar merc'hed e bed ar sport ?

À retrouver dans l'émission
- Mis à jour le
Par

'benn warc'hoazh 'vo roet lañs da Gib ar bed melldroad ar merc'hed. Ur goulenn splann a zeu war-wel neuze : Peseurt plas a vez roet d'ar merc'hed e bed ar sport ?

L'album Panini pour la Coupe du monde de football féminine 2019 © Radio France - Laurine Benjebria

Div gouviadez a oa ganeomp 'vit Diviz ar Yaou :

Awen Kerdraon ha Violette Le Chevert, o div sot-nay gant ar sport

Muioc'h-mui a c'hoarierezed

Evit ar foot e Breizh e konter 12 000 c'hoarierez, ezel deus al lig. Un drederenn deus al liseñsoù a zo gant merc'hed. Hervez Violette Le Chevert hag Awen Kerdraon e vez "muioc'h-mui a gluboù melldroad gant skipailhoù merc'hed ha muioc'h-mui a skipailhoù merc'hed o vont war varrekaat".

Ne vez ket lakaet ar merc'hed war-wel

Treuzwellus eo ar merc'hed ha ne vezont ket gwelet kalz er mediaoù. 'barzh ar programmoù sport en tele e weler paotred ar braz deus an amzer.

Un difoc'h bras spontus da-geñver an arc'hant

Evit ar c'hoarierezed melldroad a-vicher 'zo dre vras un digresk a 96% a gopr, keñveriet gant 'pezh a c'hounez ar c'hoarierien. "Arc'hant a zo er c'hluboù" eme Violette, "met ne vez ket dasparzhet mat a-walc'h".

Spi 'zo da gaout

Fiziañs a zo da gaout dre Gib ar bed melldroad ar merc'hed, pa vo skignet kalzig a grogadoù war ar skrammoù ha pa vez klevet anv deus ar sport er mediaoù. An div gouviadez yaouank o deus spi e vo plaenaet an darempredoù etre paotr ha plac'h war an tachennoù sport.

Épisodes

Tous les épisodes

52 min

22 min

22 min

21 min

21 min

21 min
Publicité

undefined